Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Joyí

Strollad Joyí

  • Kentelioù an Noz, 13 straed ar breolimer
    44800 – Sant-Ervlan
    Pgz : 02 40 20 39 74

Strolladig, krouet e miz Here 2010.

Krouiñ pe azasaat pezhioù-c’hoari a-vremañ a zo lakaet da bal.

les pieces

  • Ar paotr tort

    Meurzh 21 a viz Meurzh 2017

    JOS a zo ur «bos» warnañ. Abaoe e vugaleaj e oa war e-unan, hep mignoned, taolet gant ar re-all. Ne c’hell ket gounit ar vedisined war e-du e-keñver e « boan-greñv ». Aon en deus da vezañ ret da labourat, keinatet e vos gantañ. E vignonez, STÉPHANIE, a zo etre daou : skoazellañ anezhañ pe lezel ar fulor da sevel enni a-enep tonkelouriezh Jos. Eñ a glask sikour oc’h en em reiñ d’an evañ, ul lonker bras eo ! CLAUDINE, un amezegez, a harpo Stéphanie evit diskoulmañ an traoù en un doare fourgasus met efedus ! lire suite
  • Ene Breizh

    Yaou 3 a viz Du 2011

    Ene Breizh - nozvezh barzhoniezh e brezhoneg gant Nolwenn Korbell ha gant skolidi brezhonek, Skol-Veur dibaouez Naoned.
  • Ul louston eo Tad-kozh an Nedeleg

    Yaou 7 a viz Gouere 2011

    Ne vez ket mui kinniget pezh-c’hoari strollad ar Splendide. Mortez, Thérèse, Zézette ha Felix zo tudennoù hollvrudet. Nevez krouet e 2010, strollad c’hoariva Kentelioù an Noz en deus dibabet tammoù eus ar pezh-mañ evit kinnig e abadenn gentañ.
  • 7 sketch berr

    Yaou eil a viz Here 2014

    Er seizh testenn verr pe verroc’h-mañ (etre div elgeriadenn hag un dekad), eo dic’hortoz implij ar gerioù a-wechoù... An daou soner : ur gejadenn e-barzh an tren. Ur goulenn n’eo ket aes : e-barzh he liorzh-dezhi, ur baner gantañ, displegadennoù... Ardigell : penaos en em welout… ? C’hoazh ur melezour : piv eo er melezour ? An eil e plas egile : ur gejadenn, unan a heul e vennozh en desped d’ar gwirvoud. An teñzor douaret : en dezerzh, ur merk mat d’e adkavout ! E ken kas : en dezerzh, ar sec’hed... hag e heuliad lire suite

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn