Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Landi

Strollad Landi

Strollad Landi eo kevrenn c’hoariva Strollad Bro Landi (kenteliou noz, dañsou, prezegennou…).

Savet eo bet e fin ar bloavez 2008 evid kemer perz e Breizhtival 2009.

Breizhtival zo eur fest savet e 2007 gand kevredigeziou sevenadurel Landivicho (bagad, kelc’h keltieg, laz-kana Mouez Bro Landi, Strollad Bro Landi) ha bugale vrezhonegerien.

Holl pezhioù farsus.

Skoazellet gant Bob Simon evit al leurenniñ.

Laouen e vefemp o vont da c’hoari e lec’h all ivez.


Strollad Bro Landi par TVRESIDENCES

 

 

les pieces

  • Pezhioù-c’hoari farsus 2017

    Merc’her 1añ a viz Meurzh 2017

    Pevar pezh-c’hoari nevez a vo kinniget war al leurenn gant strollad Landi.
  • Pezhioù-c’hoari farsus

    Sadorn 1añ a viz Here 2016

    Ar strollad deus Landivizio a vo e Landelo evit c’hoari war al leurenn un heuliad sketchoù.
  • Farsus !

    Gwener 6 a viz Du 2015

    Farsus ! C’hoariva e brezhoneg.
  • Breizhtival 2015

    Lun eil a viz Meurzh 2015

    Strollad Landi a ginnig 3 fezh-c’hoari a vo c’hoariet e-kerzh un Abadenn Blijadur e keñver ar Breizhtival 2015. C’hoariet e vo : Pezh kentañ : " Ur bugel zo ganet " un istor Nedeleg skrivet gand Roparz Hemon. Eil pezh : " An diou glujar " un istor anavezet lakaed e brezhoneg gand G KERVELLA A da echui " Ar psikolog pe an diskoulmer kudennou " skrivet gand P.-M. MEVEL ha Naig ROZMOR. A-raok ar pezhioù-c’hoari e vo kanaouennoù e brezhoneg gant an Tokoù lire suite
  • Piv a baeo ?

    Merc’her eil a viz Here 2013

    Daou glasker-bara, du gant an naon dirak un ostaleri, o soñjal penaos kargañ o c’hof gant UR friko bras Ha da c’houde terc’hout hep paiañ. Ur pezh-c’hoari farsus diwar P.J. Heliaz.
  • Kant vloaz ma mamm-gaer

    Meurzh 17 a viz Gouere 2012

    Ur pezh-c’hoari skrivet gant Maria Prat.
  • Da biou vo an intañvez ?

    Meurzh 17 a viz Gouere 2012

    Ur pezh-c’hoari skrivet gant Maria Prat.
  • Medisin al lagad

    Meurzh 17 a viz Gouere 2012

    Ur pezh-c’hoari bihan ouzhpenn evit ar strollad.
  • Bouzar pe vud

    Meurzh 17 a viz Gouere 2012

    Bouzar pe Vud eo ur pezhig-c’hoari skrivet gant Per-Jakez Heliaz. Matrehe, eo êsoh en em gleved pa vez unan euz an daou bried bouzar pe vud ?
  • Burzud ar garantez

    Meurzh 17 a viz Gouere 2012

    Burzud ar garantez, pezhig-c’hoari skrivet gant Pêr-Mari Mevel ha Naig Rozmor . Daoust hag eur paotr yaouank koz a jomo atao paotr yaouank koz ?
  • Tri fezh-c’hoari

    Meurzh 22 a viz Meurzh 2011

    Tri fezh-C’hoari : Medisin Al lagad. Da biou ’vo an intañvez : skrivet gant Maria Prat. Kant vloaz va mamm-gaer : skrivet gant Maria Prat.
  • Ar piskolog

    Yaou 18 a viz Du 2010

    Ur pezh skrivet gant Pêr-Mari Mevel ha Naig Rozmor. Ur pezh gant div vaouez hag ur paotr. Padelezh : 35mn. Paket eo Mari Plouzenn gant ar c’hoant dimeziñ hag e teu da welet ar psikolog… Farsus kenañ da welet ha da glevet.
  • Teir Gwech e Pariz

    Lun 5 a viz Gouere 2010

    Ur pezh skrivet gant Maria Prat. Ur pezh gant div vaouez. Padelezh : 13mn. Kontañ a ra Marc’harid perag he deus ranket mont teir gwech da Bariz… Farsuz betek penn.
  • Ar veaj organizet

    Lun 5 a viz Gouere 2010

    Ur pezh skrivet gant Pêr-Mari Mevel ha Naig Rozmor. Gant ur vaouez hag he gwaz. Padelezh : 21mn Emañ Soaz ha Saig o vont da veajiñ ha pase poent eo kargañ ar malisennoù… Farsus.
  • Ar Buanañ ar Gwellañ

    Lun 5 a viz Gouere 2010

    Ur pezh skrivet gant Maria Prat. Gant 3 maouez ha 3 faotr. Padelezh : 33mn. Bez’ emañ Chañmar Pennpour o klask lakaat e verc’h da zimeziñ ar buanañ ar gwellañ. Met peseurt hini eo kamalad he merc’h ’benn ar fin ? Farsus.
  • Me n’in ket da Bariz

    Lun 5 a viz Gouere 2010

    Ur pezh skrivet gant Maria Prat. Gant 3 maouez ha 4 faotr. Padelezh : 43 mn. N’e deus ket c’hoant Jakez Karigell, tamm ebet, da vont da chom da Bariz da heul e verc’h a zo o vont da fortuniañ gant ur c’hoz parizian. Farsus.
  • 2014 : tri fezhig-c’hoari nevez

    Lun 10 a viz Meurzh 2014

    Tri fezhig-c’hoari a vo kinniget e 2014 gant strollad Landi : " En dro d’ar poull " Troet e brezhoneg gant Goulc’han Kervella diwar "la farce du cuvier" : ur farsrerezh eus ar grennamzer. " Piou a baeo " skrivet gant Per Jakez Helias. " Tan en ti " diwar " Les Boulingrin " skrivet gant Courteline ha lakaet e brezhoneg gant Goulc’han Kervella.

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn