Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Paritito

Strollad Paritito

Ur strollad c’hoariva nevez flamm eo Paritito (miz Mae 2014). Ober a ra gant gallegoù du-mañ ha brezhonegoù du-mañ ivez. E Brest emañ staliet ha labourat a ra e brezhoneg.

Bodañ a ra komedian.ez.ed liammet gant ar c’hoant c’hoari gerioù gwirion, re hor gwirionezioù deomp.

Dibunañ a ra Paritito un doare teatr diazezet war ur selaou dreist-aketus.

Kinnig a ra e kredimp en em welout, klevout an eil re ar re all.

Ha n’eo ket hen ober evit ober van. Hen ober da vat ne laromp ket !

An aked a c’hortozomp digant ar publik a zo e-giz un heklev d’ar c’homzoù gwirion a ya d’ober danvez ar skridoù, un heklev d’ar selaou a reomp ouzh ar gomedian.ez.ed hag ouzh hini ar gomedian.ez.ed kenetrezo.

Dre an teatr-mañ e sav ur goulenn ennomp : piv omp-ni, maouezed, brezhonegerien, tud distabilaet, breskaet, divroet, an holl ac’hanomp a ne vezont ket kaset gant tizh bras an doare nemetañ da soñjal, tizh ar muiañniver ? Piv omp-ni, a vez graet deomp "an dud" gant an dud ?

les pieces

  • Pa gouezh ar mogerioù

    Sadorn 29 a viz Ebrel 2017

    Krouidigezh gentañ Paritito ez eo "Pa gouezh ar mogerioù" / "Quand les murs tombent". Reiñ a ra komedianed ar strollad da glevet un destenn savet gant Mélanie Giotto ha Béatrice Bazin a ziwar atersadennoù liesseurt bet graet ganto war tem an emdroadur hiniennel. Petra a c’hoarvez ennomp-ni pa greskomp, pa zeomp er-maez deus ar voestigoù strizh omp da vezañ desavet enno ? Pa teu stankoc’h hon frankiz ? Pa c’hoarzhomp o kompren en ul luc’hedenn hon doa abaoe pellig amzer ur gwel brav war ar mor hep gouzout deomp ? Penaos e c’hell an den en em zresañ ? lire suite
  • Privezioù Publik

    Merc’her 1añ a viz Meurzh 2017

    Privezioù ez eo ur ger a gas da soñj en dachennoù prevez ha dibublik. Privezioù publik a zo neuze dioute ur c’hroaz-hent daou du, o vezañ lec’hioù personnel, lec’hioù an tabou hag ar pezh ’vez da guzhat, pa vezont ivez evit ar maouezed lec’hioù gwir emgav pe tremen dianav. Pep frailhenn zo da gaout er gevredigezh a da vezañ kavet eno ivez : disheñvelderioù yezhoniel, sokial, sevenadurel, disheñvelderioù seksuel ha reizhel. An aon rak an traoù lous, hag ar pezh a weler e-barzh. C’hwezhioù ar re all. El lec’h prevez ha publik-mañ, en ur galiri kenwerzh lec’h lire suite
  • Lennadenn bublik Privezioù publik

    Sadorn eil a viz Mae 2015

    Paritito a ginnigo al lennadenn gentañ eus pezh-c’hoari Privezioù Publik. Heuliet e vo al lennadenn gant un abadenn forum digor d’ar publik da gemer perzh. Boued a vo kinniget war al lec’h, d’an dud da gaout plijadur da eskemm war lerc’h an abadenn. Kenaozet eo an abadenn gant strollad Ar Reuz. Muioc’h a ditouroù

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn