Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Paritito > EMAÑ PARITITO O KLASK KOMEDIANEZED

EMAÑ PARITITO O KLASK KOMEDIANEZED

Meurzh 7 a viz Here 2014

Ur c’hasting c’hoariva
a zo lañset gant kompagnunezh c’hoariva Paritito
d’an 3 a viz du e Penn-ar-Bed

evit ar pezh-c’hoari Privezioù Publik, un destenn uniseks ha divyezhek, skrivet gant Mélanie Giotto. Ar ren komedianezed a vo gant Laors Skavenneg, hag al leurenniñ gant Véronique Helies (Théâtre du Grain, Compagnie Dérézo, Brest).

Klask zo war teir vrezhonegerez a zeu aes ar yezh ganto, ha n’o defe ket aon rak un destenn feminist a-vremañ. Teir dudenn a vank deomp kavout. Degemer mat d’ar re a-vicher kement ha d’ar re a-youl-vat kalon gante, etre ugent ha tri-ugent bloaz.

An emgav a vo en ur sal etre Brest ha Douarnenez. Kit e darempred ganeomp da c’houzout hiroc’h war an destenn, pe war al lec’h.

www.paritito.com
strolladparitito@gmail.com

06.25.70.26.19 pe 06.07.64.22.37