Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Paritito > Staj war teknikoù an Teatr Forom - Teatr ar re Wasket

Staj war teknikoù an Teatr Forom - Teatr ar re Wasket

Lun 1añ a viz Mezheven 2015

C’hoariva hag ar strollad Paritito a ginnig deoc’h ur staj war teknikoù ar c’hoariva forum (teatr ar re wasket) d’ar 6 ha 7 a viz Even 2015 e Presbital Kozh Landelo.
Pal ar staj a zo dizoloiñ mont en-dro an teatr forum e korf un dibenn-sizhun. Er staj-mañ e vo labouret war un tem : implij gwir ar brezhoneg el lec’hioù foran hag er vuhez prevez. Setu amañ da heul un nebeut goulennoù ha boued preder araok kregiñ ganti :

  • Daoust hag omp lib da implij ar yezh faot deomp e pep lec’h ? Betek peseurt poent ?
  • Daoust e cheñch yezh-mañ-yezh hon darempredoù sokial e keñver ar re all ? Penaos ?
  • Peseurt mod darempredoù etre ar re a oar hag ar re ne oar ket ?
  • Penaos deskiñ ar yezh pa ne fell ket d’ar re all kaojeal ganeomp ? Ha perak e rafent ?

Evel m’emañ boaz e c’hoariva ar re wasket e labourimp gant hon istorioù dastumet er vuhez gwir. Fent a vo, eus e vo !

Petra eo an teatr forum?
Teknikoù an teatr forum a zo perzh deus ar binviji savet gant Augusto Boal evit teatr ar re wasket, un teatr politikel ha sokial. Un abadenn teatr forum ez eo he fal lakaat ar saliad da gemer perzh, ha da zont war al leurenn da c’hoari war ar prim gant ar gomedianed, evit kenijinañ doareoù emzifenn.
C’hoariet e vez, ur wech kentañ, un istor berr a zo tristig e achumant – un istor deus ar vuhez a-vremañ hag a ziskouez ur gwask o vezañ trec’h war an dud.
M’eo a-du ar saliad ez eo ur gudenn wir ha pouezus a zo bet kinniget dezhi, e vo adc’hoariet ar memes senenn ur wech adarre, met an arvesterien a vo bremañ da emelliñ, ha da ginnig diskoulmoù d’an afer dre gemer plas ar re wasket, pe grouiñ kengred tro-dro dezho…

Penaos e vo labouret ?

  • Kinniget e vo deoc’h reolennoù diazez an teatr forum.
  • Savet e vo senennoù a-strolladigoù da gentañ gant skoazell an teir stummerez.
  • Savet e vo senennoù war ar prim, en ur implij istorioù simpl ar vuhez gwir.
  • Asambles e vo kaset un nebeut anezho d’ur stad e c’hellfent bezañ c’hoariet gant ur publik a gemerfe perzh en abadenn.

War-lerc’h ar staj e vo gouiet ganeoc’h :

  • Penaos e ya endro un abadenn teatr forum.
  • Petra eo karg ar joker en teatr forum.
  • Implij reolennoù diazez ar sevel senennoù evit kas un istor d’ober forum war al leurenn.

Digor eo ar stummadur d’an holl gomediane.ze.d, amatour pe a-vicher E Brezhoneg e vo kaset ar staj

Priz ar staj :

  • 80€ an dibenn sizhun / 40€ arrez
  • 60€ evit studierien pe dud dilabour / 20€ arrez

Ma n’och ket ezel eus C’hoariva pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C’hoariva e rankoc’h paeañ ar skodenn : 10 €.

  • ‘Barzh ar priz-mañ : bod ha boued e Presbital kozh Landelo evit ar Sadorn noz
  • Da gas ganeoc’h : boued evit an dijuni hag ar predoù kreisteiz + ur sac’h kousket

Evit gouzout hiroc’h ha/pe lakaat ho anv : 06 38 78 35 15 pe o skrivañ amañ
Lec’hienn Paritito