Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Plougin

Strollad Plougin

E 1975 en doa kroget Strollad Plougin gant ar c’hoariva brezhonek. En ur ober 30 vloaz ez eus bet savet un ugent pezh-c’hoari bennak hag a zo bet c’hoariet un tammig e pep lec’h e Breizh, dreist-holl e Bro-Leon. Kaout plijadur o c’hoari ha reiñ plijadur d’an arvesterien, setu pezh a glaskomp ha kementmañ e brezhoneg. Staliet eo ar strollad e Plougin hag e Treouergad, div gumun tost ouzh Brest.

Ar skol c’hoariva
E-pad ar bloavezh skol (d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn) e kinnig ar Strollad ur skol c’hoariva evit ar vugale hag ar grennarded. Evit ar poent e vez graet skol e Plougin hag e Brest. Prest omp d’ober e-lec’h all ma vez goulennoù.
Kinnig a reomp ivez stajoù e-pad ar vakañsoù. Labouret e vez er skolioù pa vez goulennoù.

Degemer ar strolladoù all
Abaoe ouzhpenn 25 bloaz e vez degemeret strolladoù all ganeomp e korn-bro Gwitalmeze, dreist-holl abadennoù Ar Vro Bagan. Diwar-se hor boa savet e 2003 ar festival « War al leurenn » hag a vez dalc’het bep bloaz war Bro-Vrest e-pad an trimiziad kentañ. Lakaat ar brezhoneg war wel eo pal ar festival-mañ, dreist-holl dre ar c’hoariva.

les pieces

  • Kamm ki pa gar

    Yaou 13 a viz Du 2014

    Ar pezh-mañ a zo diwar Le Malade Imaginaire hervez Molière. Lakaet eo bet en ur brezhoneg yac’h ha aes gant Goulc’han Kervella. Ar pezh-c’hoari a zo bet leurennet gantañ ivez. Pezh-c’hoari diwezhañ Molière eo hemañ e-lec’h ma ra goap eus ar vedisined hag a lavar hag a ra forzh petra evit plijout d’ar mestr. N’eus ket ezhomm mont da glask pell evit gwelet memes doare tud er vuhez a hirio ha n’eo ket e bed ar medisinerezh avat…
  • An daou zen lent

    Meurzh 7 a viz Ebrel 2009

    Pep tra a dremen en un tiegezh eus a Vro Leon tro ar bloavezhioù 50. Goulennet eo bet merc’h an tiegezh da zimeziñ gant ul labourer douar pinvidik eus ar Menez Are. An tad, un den gwall lent, ne gred ket lavarout nann. E verc’h avat a zo sot gant ur paotr yaouank…ken lent hag he zad… Ur pezh-c’hoari skrivet gant Eugène LABICHE, lakaet e brezhoneg ha leurennet gant Goulc’han KERVELLA. Padelezh : 55 munutenn.
  • Ene kargedoull

    Meurzh 7 a viz Ebrel 2009

    Klañv-bras eo Satanas ha ne c’hello pareañ nemet en ur lonkañ un ene fresk. Kas a ra neuze unan eus e vevelien da bakañ ene Kargedoull a zo oc’h ober e zalaroù. Met n’emañ ket e-unañ war an taol, aeled a zo aze ivez o klask saveteiñ anezhañ. Gant piv ez aio ar maout ? … Hervez ur farsadenn eus ar Grennamzer, lakaet e brezhoneg ha leurennet gant Goulc’han KERVELLA. Padelezh : 30 munutenn.
  • Boued-tousog

    Yaou 5 a viz Here 2006

    An tad-kozh, daoust dezhañ bezañ ampechet, a rankfe kaout e blas er familh alato… Skrivet gant Jean Failler, lakaet e brezhoneg ha leurennet gant Goulc’han Kervella. 5 c’hoarier,1 eurvezh 10, komedienn. Testenn ar pezh-c’hoari a zo bet embannet gant Delioù.

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn