Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Tro Didro

Strollad Tro Didro

Ar strollad Tro-Didro zo bet krouet e 2009 gant Yann Fulub Dupuy ha Nigel Hollidge. Bez eo evit un hanter ur gompagnunezh a-vicher, a zo krouet ganti arvestoù e galleg : « Moi… et Shakespeare » e 2009 hag an abadenn « Argent, dette et music-hall » war al leurennoù e Breizh e 2013-3014. Evit an hanter all ez eo ur strollad amatourien da bal dezho krouiñ ha c’hoari pezhioù brezhonek. E 2010 e oa bet c’hoariet « Maen war Vaen » dirak iliz-veur Kemper e-skeud ar festival teatr brezhonek aozet gant C’hoariva. « Re an tu all » eo hon eil krouadenn.

les pieces

  • Re an tu all

    Meurzh 1añ a viz Meurzh 2016

    Ur gêrig vihan mil bell diouzh Breizh Izel, ur gêrig sac’het ar vuhez enni a-bep tu d’ul linenn faltaziek. Betek m’’en em gavo an estrañjour, paotr an arvor… Soñjal a ra d’an holl e teuio ar savete gantañ. Siwazh, diskoachañ a raio ur gwall sekred. Lezomp ar gaoz gant Mich Beyer: «War-hed gwel an eil d’eben emañ Kêr Izelañ ha Kêr Uhelañ. Etre an div gêriadenn koulskoude, un harz ha na c’hell hini ebet eus o annezidi mont dreist dezhañ. Un harz ? Ul linenn hep mui ken, ul linenn ha n’eus anezhi nemet e spered an dud hag a dalv kement hag ar mogerioù savet lire suite
  • Ha lennet ho peus « Ar Gariadez Vaen » skrivet gant Yann-Fulub Dupuy ? Kinnig a ra deomp ur valeadenn c’hoariet da geñver ar Festival : «MAEN WAR VAEN, GER GOUDE GER, EVIT SEVEL UN ILIZ-VEUR". Da gentañ e vo kontet deomp dre vras istor savidigezh iliz-veur Kemper er Grennamzer, pe da vihanañ darvoudoù arouezius anezhi (dirak talbenn an Ilis). Goude e vimp kaset war porzh palez an eskob evit selaou pennadoù berr-tre, gant skrivagnerien a bep seurt ma vez komzet eus ilizoù-meur pe eus an arz lire suite

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn