Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Tro Didro > Re an tu all

Re an tu all

Meurzh 1añ a viz Meurzh 2016

Ur gêrig vihan mil bell diouzh Breizh Izel, ur gêrig sac’het ar vuhez enni a-bep tu d’ul linenn faltaziek. Betek m’’en em gavo an estrañjour, paotr an arvor… Soñjal a ra d’an holl e teuio ar savete gantañ. Siwazh, diskoachañ a raio ur gwall sekred.

Lezomp ar gaoz gant Mich Beyer:
«War-hed gwel an eil d’eben emañ Kêr Izelañ ha Kêr Uhelañ. Etre an div gêriadenn koulskoude, un harz ha na c’hell hini ebet eus o annezidi mont dreist dezhañ. Un harz ? Ul linenn hep mui ken, ul linenn ha n’eus anezhi nemet e spered an dud hag a dalv kement hag ar mogerioù savet amañ hag ahont da zispartiañ pobloù ar bed, korf hag ene. Gwechoù zo e oar ar pobloù disrannet-se diskar ar voger, gwechoù zo e lakaont maen war vaen o-unan da uhelaat anezhi. Chom da viken da spiañ re an tu all, krediñ diskar an harz, eno ’mañ an dalc’h.»

Ur pezh c’hoari skrivet gant Yann Fulub Dupuy
Leurennet gant Yann Fulub Dupuy, skoazellet gant Mich Beyer

C’hoariet e vo gant :
Stefan ar Govig, Laëtitia Fitamant, Jean-Yves Kervarec, Ninnog Latimier, Tomaz L’épineguen, Loig Jade.