Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strolladoù ar re yaouank

les pieces

  • Kouleoñs - Liseidi Karaez 2016-2017

    Sadorn 1añ a viz Ebrel 2017

    Kinnig ur pezh-c’hoari bep bloaz, setu ur c’hlaoustre evit liseidi Karaez zo. Kregiñ a reont da ijinañ ha leurenniñ ur pezh e kentañ klas evit mont d’e c’hoari e klas termen gant un droiad div wech ur sizhunvezh e Breizh. Ar pezh-c’hoari zo gouestlet d’ar skolidi divyezhek eus an holl hentennoù.

    Bewech e vez ur seurt marathon evito - un droiad sport : gallout a reont c’hoari betek 5 pe 6 gwech dre zevezh e lec’hioù disheñvel !

    Ar bloaz-mañ e kinnigont "Huñvre an Istor". Awenet int bet gant Dukezh Anna Vreizh ha tudennoù-all eus mojennoù Breizh, Asteriks hag Obeliks en o zouez…