Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Penn-ar-Bed

Teatr Penn-ar-Bed

Savet e oa bet Teatr Penn ar Bed er bloavezh 1973 gant sikour Chanig ar Gall ha Gérard Pigeon. Un ugent abadenn bennak a zo bet leurennet ganeomp, dreist-holl pezhioù a ziavez bro : Billy Paogamm gant Martin McDonagh, Testamant ar c’hi gant Ariano Suassuana, Termaji gant Lioubomir Simovitch, Mistero Buffo gant Dario Fo, Arsenik ha kozh dantelaj gant Joseph Kesselring. Pezhioù eus ar vro hon eus diskouezet ivez : Bitekle, Dahud, Katrina Lenn-zu, Benn warc’hoaz ’vo deiz c’hoaz.

les pieces

  • Ma vefen C’hwi

    Sul 4 a viz Mezheven 2017

    "Ma vefen c’hwi", ur pezh diwar "Douce vengeance et autres sketches" skrivet gant Hanokh LEVIN. Pevarzek pezh berr zo bodet en ul levr a-benn diskouez skeudennoù nevez teatr flemmus ha farsus Hanock Levin. Ampart eo an dramaour eus Israel evit ober ur paz a-gostez a-benn bountañ un tamm ordin deus ar vuhez pemdeziek etrezek ur menoz hep skiant ha distourmus. En heuliad pennadoù-mañ, lemm ar skrid anezhe, e kinnig Levin ur rummad a dudennoù prest d’ober n’eus forzh petra evit kregiñ barz dibennaj ar vuhez... nemet kemer ar riskl da vevañ evit lire suite
  • Yerma

    Yaou 7 a viz Mezheven 2012

    gant Federico García Lorca Barzhoneg skrijus e tri arvest ha c’hwec’h taolenn Etre pezh a soñj bezañ he dever maouez ha gwreg hag ar pezh he deus c’hoant evit gwir eo rannet spered Yerma. Stourm a ra a-enep dezhi hec’h-unan hag a-enep d’an dud en-dro dezhi evit kaout respontoù. Donder he goulennoù a sav ar pezh-c’hoari d’ul live hollvedel ha diamzer. Padelezh an abadenn : 1e30 Publik : An holl azalek 12 vloaz Troidigezh e brezhoneg (Emb. Emgleo Breiz) : Ronan Hirrien Leurenniñ : Lionel Jaffrès Sonerezh : Mi aLma : Yann Simon ha Sarah Floch lire suite
  • Mistero Buffo

    Gwener 25 a viz Genver 2008

    Ur mister farsus ha goapaus, e doare misterioù bras ar Grenn- Amzer. Renket eo bet e brezhoneg diwar Mistero Buffo gant an Italianad Dario Fo, hag en deus bet labouret e-unan diwar skridoù kozh. Un heuliad a daolennoù eo, tro-ha-tro sirius, fentus-iskiz, fentus-goapaus. Diskouez a reont buhez an dud da vare Jezuz-Krist, e doare ar bobl avat, ha n’eo ket e doare an Iliz…
  • Termaji

    Yaou 5 a viz Here 2006

    E 1940 e-kreiz an hañv hag e-pad ar brezel. Dont a ra an « dermajied» betek Oujitsé, ur gêr vihan e Bro-Serbia. Lakaet o deus en o soñj c’hoari Al laeron bet skrivet gand Schiller, met tud ar vro ne faot ket dezhe klevet anv eus teatr abalamour emañ o spered e lec’h all.

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn