Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba > Teir-oberenn ar peñse

Teir-oberenn ar peñse

Abadenn faltazi evit ar radio

Merc’her 1añ a viz C’hwevrer 2017

  • Lodenn 1 : Lampedusa Beach

Skignet er radio d’an 18 /01/2017 da 7e30 noz
Podkast

  • Lodenn 2 : Lampedusa Snow

Skignet er radio d’ar 25/01/2017 da 7e30 noz

Kontañ a ra an div rann gentañ peñseoù Shaüba ha Mohamed. Daou istor, div blanedenn, daou huñvre bodet en un drajedienn : tizhout Europa war vor, dre Lampeduza...

Gant :

  • Rener arzel : Thomas Cloarec
  • Gant : Tifenn Lineate, Tony Foricheur
  • Sonerezh : Steve Shehan
  • Trouziañ : Javier Marinero
  • Enrollet e studioioù Dizale ha Dahlias, e miz Du 2016
  • Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf, Jean-Mari Ollivier

Lodenn 3 : Lampedusa Way

Enrollet dirak an arvestourien e C’hoariva Bihan ar C’houarz
Skignet war eeun d’ar 1añ a viz C’hwevrer 2017 da 7e30 noz

Lodenn ziwezhañ an teir-oberenn eo Lampedusa Way. Mont a ra Schaüba ha Mohamed da enezenn milliget Lampedusa war roudoù o nized Mahama ha Saïf...

Ur stumm kemmesket a vo da bodkastiñ da c’houde

Gant :

  • Rener arzel : Thomas Cloarec
  • Gant : Marion Guen, Tangi Daniel
  • Sonerezh : Steve Shehan
  • Trouziañ : Javier Marinero
  • Merañ ar son : Gwenole Peaucerf, Jean-Mari Ollivier
  • Ardivink skignañ dre selaouelloù : Agence du Verbe, Pascal Rueff
  • Son stereo a galite uhel (24 bits / 96 Khz)
  • Poltred : Roland Soureau

Digor d’an holl gant ma vo miret ar plasoù en a-raok
digant ar c’houarz 02 98 33 70 70

Gant sikour :
Rannvro Breizh
FALB, Skoazell ar c’hleweled e brezhoneg - Fonds d’aide à l’expression audiovisuelle en langues de Bretagne

Kenproduet gant : Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale