Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba > LABOURVA #3 / TIEZ BRAV A OA GANEOMP

LABOURVA #3 / TIEZ BRAV A OA GANEOMP

Gwener 28 a viz Ebrel 2017

Ur prantad enklask hag un abadenn : LABOURVA #3 | Tiez brav a oa ganeomp a vo kinniget d’an 20 a viz mae da geñver GOUEL BROADEL AR BREZHONEG e Langoned. Labourva #3 - Tiez brav a oa ganeomp a zo ur grouadenn diazezet war atersadennoù divroidi o chom e Brest hag o doa ranket tec’hout kuit eus o bro abalamour d’an dañjer a oa eno. Ar mouezioù enrollet hag an testennioù a gemer o flas war al leurenn - ar stumm a zo un enklask war an harz etre ar c’hoariva hag ar radio. Klask a reomp ivez bezañ ar fealañ posupl ouzh an istorioù zo bet fiziet deomp evit lakaat anezho da vezañ klevet mat.

Ar skipailh :
Leurenniñ : Stéphanie Coquillon
C’hoari : Marion Guen
Krouadenn sonerezh ha trouzioù : Marie Guérin
Leurennaozañ : Achille Berthou

LABOURVA#3 | Tiez brav a oa ganeomp
Krouadenn Gouel Obliques, Festival ar Skritur Leurenniñ, miz Du 2016.

Ar raktres
Hañv 2016 : E Brest oamp bet oc’h atersiñ tud hag a zo bet ret dezho mont kuit eus o bro peogwir e oant e dañjer eno.
Enrollet eo bet o zestennioù evit gellout kompren o hentad, ha divizet hon eus lakaat anezho da vezañ klevet gant an holl. Pal al Labourva #3 a zo labourat war an danvez-se zo bet dastumet ganeomp.

E-kerzh Gouel Obliques eo bet kaset da-benn al lodenn gentañ eus al labour. Al labourva a oa digor an holl festivalourien e-pad tri dervezh e Ti an Holl ar Valy-Vir. Diskouezet e oa bet disoc’h ar prantad labour kentañ -se d’ar 6 a viz Du 2016, e 25 munutenn abadenn.
Kenderc’hel a rimp gant al Labourva #3 d’an 20 a viz Mae e-kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg evit mont war-raok gant ar raktres.

Skeudenn : Melina Jaouen