Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba > Metamorfoz

Metamorfoz

Merc’her 7 a viz Genver 2015

An istor
Un den, war nes mont da vakañsiñ gant e vignoned, ’n em gav trumm gant relegoù e dad kozh war e chouk …
Petra ober gant eskern an hendad marvet pell-zo e bro Laos ?
Lezel anezhañ en ti-pakajoù pe kas anezhañ da veajiñ gantañ ?
Kontañ a ra Metamorfoz beaj diabarzh Abeguile o pegañ gant istor e familh.
Ur vuhez all a sav ennañ, mousc’hoarzhoù frank, mareoù fromm :
Ur fanfar dianket
Ur plac’h vlevek
Maouez an alc’hwezioù
Skeudoù an amzer dremenet o treuziñ huñvre an tad kozh
Krenadennoù un den
Mab Egile

« Hon buhezioù-pad e tisoñjomp hon c’hemmoù…»
Bamet ’ vezomp gant an dezrevelloù metamorfoz a vev ennomp. En enno emañ ar galloud da gemm ha war un dro e termenont ar stumm hag ar penn-natur. Petra a gemm ennomp? Petra a gemm ac’hanomp? Netra ne vir ouzh ar c’horf da gemm an eil devezh goude egile. Ne c’hellomp bezañ sur deus un dra nemeken, fin a vo dezhañ. Skridoù, goulioù eo ar peurest. Ha ni, kleizhennet, da vont a-hed gwenodennoù bet difraostet a vloaz da vloaz gant frouezh hor buhezioù kent, sorc’hennet alies ken tost deomp e seblant bezañ an traoù. Bep a dammig e kasomp kemmigoù war an dachenn diabarzh, o tisoñjal, o ruzañ, oc’h ober van chom hep klevet ar biroù a nij tro-dro deomp. A-wechoù e pakomp unan en hor c’hein, ken ma laoskomp ur mell vlejadenn, ken ma chomomp berr alan war-lerc’h. D’ar seizh avel e talm hor c’halon. Kartenn ar vro : didalvoud. An hentoù a anavezomp : didalvoud . Liv an oabl : un dra all. Un toull laosket gant an ezvezañs, ur borched e tifoup pep tra drezi betek bezañ stlaket, brevet hon izili, strewet a bep tu.
Aze emaomp c’hoazh war-lec’h an taol tourmant. N’eo ket ni ken avat. Marvet un dra ennomp ha ganet un dra war an dro. Un ribin nevez a gas da vroioù dianav.

Etiologiezhioù…
Dezrevelloù don donañ an den war gosaat, ar c’hañv hag an adc’hanedigezh…
Diwar an danvez-se e krogomp gant al labour. En hon c’hreiz e talc’homp ur marilh gant fulor barzel pe gant dilez an dispi. En ennañ e lakomp hon gloazadennoù hag hor soñjoù entannet. Ar pezh a zo deomp holl, hen c’houzout a reomp ha pa ne zeufemp ket a-benn da rannañ anezhi da vat biken. Ken liammet eo ar sell hon eus war hon c’hemmoù ouzh ar metamorfoz he-unan : « n’on ket memes den ken, disheñvel n’em santan…"
Gant sikour hon doueed deomp-ni, eñvorennoù hon santadurioù, parlantoù kozh, divizoù difin etrezomp-ni hag gant ar re-all, e skrivomp hon c’hontadennoù deomp-ni war stad an traoù evel m’emaint. Krouiñ ha sevel en-dro istorioù a reomp evit klask abegoù, evit klask ur ster…

Leurenner, rener arzel : Thomas Cloarec
Sikour war al leurenniñ : Stéphanie Coquillon
Testenn, dramaouriezh : Aziliz Bourgès, Erwan Cloarec, Thomas Cloarec
Skoazellerien arzel al leurenner : Daniel Mroz, Lattanakone Insisiengmay (c’hoari gant ar bitrakoù)
Komedianed ha Sonerien : Loeiza Beauvir , Charlotte Heilmann, Marion Guen, Tangi Daniel, Tony Foricheur, Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Guillaume Le Guern
Leurenn-aozañ : Nadège Renard, Jean-Michel Appriou, Yann Coquil
Gouleier : Stéphane Lebel
Son : Eric Péron
Video, Titloù, Tresadennoù bev : Achille Berthoù, Laurent Rousseau, Sebastien Durand
Sonerezh : Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Guillaume Le Guern
Dilhadoù : Marion Laurans, Kiritin Norath
Karget a broduiñ : Jérémy Uguen, Maiwenn Le Nedellec
E-karg ar skignañ : Maiwenn Le Nedellec

Sellout ouzh abadenn Bali Breizh d’an 09/03/2014 war France 3.

http://www.dailymotion.com/video/x1f8g8v_bali-breizh-sul-9-a-viz-meurzh_tv