Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Pelec’h ober c’hoariva ? > Stalioù tud deuet > Stalioù 2015-2016

Stalioù 2015-2016

  • Stal c’hoariva e Rostrenn

    Meurzh 29 a viz Gwengolo 2015

    Evit mont war-raok gant ar yezh koulz hag ar c’hoariva e vo digoret ur stal c’hoariva gant gant Skol Sonnerezh, Koroll ha C’hoariva Kreiz Breizh (Rostrenn). Evit piv ? An deskidi koulz hag ar re a oar brezhoneg dija. Pegoulz ? Bep eil Merc’her da 8e betek 9e30 noz (adalek an 23/09/2015). Pelec’h ? Kreizenn liesvedia e Rostrenn (levraoueg...). Ur stal c’hoariva kaset da benn gant Etienne Siberil. Evit muioc’h a ditouroù ha lakaat ec’h anv : Skol Sonerezh, Koroll ha C’hoariva ar C’hreiz Breizh e Rostrenn Postel pe 02 96 29 35 lire suite
  • Stal c’hoariva e Treouergad

    Gwener 18 a viz Gwengolo 2015

    Stal C’hoariva evit an dud deuet e Treouergad Aozet gant Strollad Plougin Bep Meurzh da 8e30 - 22e30 Sal ti-kêr Treouergad Evit gouzout hiroc’h : Strollad Plougin - Dominig Bars-Treger Pgz : 02 98 89 29 78 Postel
  • Stal c’hoariva e Montroulez

    Gwener 18 a viz Gwengolo 2015

    KLT a ginnig ar bloaz-mañ mont pelloc’h gant ar brezhoneg en ur ober c’hoariva. Pegoulz ? D’ar Merc’her da 6e30 betek 8e noz Pelec’h ? E ti ar c’hevredigezhioù e Sant Seo. Titouroù ha lakaat ec’h anv : KLT 41 Kae Leon 29600 Montroulez Pgz : 02 98 63 98 79 / 06 82 77 10 10 / Postel Lec’hienn internet
  • Stal c’hoariva e Brest

    Gwener 18 a viz Gwengolo 2015

    An obererezh-se zo gouestlet d’an dud a fell dezho mestroniañ ar brezhoneg dre ar c’hoari, an ijin hag ar c’hrouiñ arzel. Un doare all da zeskiñ ar yezh koulz diazezoù ar c’hoariva. Un digarez eo evit ober un taol esae c’hoariva ha mont da c’hoari marteze en ur strollad goude ? Ar c’hoariva a c’hell sikour ivez evit bezañ en e vleud evit atersadennoù tele pe radio. Pegoulz ? D’al Lun, 6e30 - 8e noz D’ar Meurzh, 6e30 - 8e noz Kregiñ a raio sizhun kentañ miz Here Pelec’h ? Ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Bro Brest 18, lire suite
  • Stal c’hoariva e Plougerne

    Gwener 18 a viz Gwengolo 2015

    Stal e Plougerne gant Ar Vro Bagan Evit ar grennarded hag an dud deuet. Bep Merc’her noz etre 6e00 ha 8e30. Evit gouzout hiroc’h : Ar Vro Bagan Tachenn Labour an Hellez 29880 Plougerne 02 98 04 50 06 Postel